KALANNA, an distro !! 31/12/2016

Goude bezañ bet dalc’het div wech gant berzh e 2007 hag e 2008 e tistro Fest Noz Vras Kalanna  e 2016 da lidañ gant ton nozvezh diwezhañ ar bloaz.

Lakaat a ra an div gevredigezh, Eveljust ha Ti ar Vro Kemper, o nerzh a-gevret evit aozañ ur gouel poblek ha plijus da glozañ brav gant « Tec’hadennoù an Nedeleg ».

Arzourien eus ar c’hentañ

Pennoù skritell e-touez ar re wellañ!! Sellit ‘ta: ar Vreudeur Guichen, Plantec, Bodenes-Hamon Quintet, Wipidoup, Beat Boued Trio, an Habask-Chapalain, Berardy-Diridollou, Ael-Anna hag Eva

Aergelc’h yaouank evit an holl

Ur priz mont-tre izel, digoust evit ar vugale, dedennus evit an dud dindan 25 bloaz, un dachennad plijus aozet a-ratozh kaer evit  pik-nikañ, ur fiskoan da rakprenañ ha krampouezh diwar c’houlenn. Kement tra evit ma c’hellfe pep hini fiskoaniañ gant e familh, e vignoned, hervez e c’hoant en ur sal renevezet.

Spered lamm-da-laez ha spered stourm

Ur fiskoan leun a livioù, a zañs hag a sonerezh, e lec’h ma kavo ar Brezhoneg holl e blas. Un doare da lakaat da glotañ un difrae keodedour hag ur maread gouel poblek.

Dibar

A-dra-sur an abadenn sevenadurel nemeti da genver nozvezh an 31 a viz Kerzu e Kemper ha moarvat e Kerne a-bezh.

Ur gouel dibar evit an holl

E pavilhon Kemper e vo fiskoan Kalanna 2016 !! Deuit ‘ta !!

Titouroù : 02 98 90 70 43

En continuant à utiliser le site, vous acceptez l’utilisation des cookies. Plus d’informations

Les paramètres des cookies sur ce site sont définis sur « accepter les cookies » pour vous offrir la meilleure expérience de navigation possible. Si vous continuez à utiliser ce site sans changer vos paramètres de cookies ou si vous cliquez sur "Accepter" ci-dessous, vous consentez à cela.

Fermer