Kalanna deux mille dix huitres Kalon digor

E 2018 e kenlabouro Kalanna gant al label Konk-kernevad Paker Prod a zo o paouez lidañ 10 vloaz a entan evit krouiñ d’an 28 aviz Ebrel e Karaez.
Da geñver an degouezh-mañ ez eus bet roet lañs gant Fred Guichen d’e bladenn nevez “ Dor an Enez” e driad gant Sylvain Barrou (fleut) ha Erwan Moal (gitar).

Ginidik eo Fred hag e vreur Jean-Charles eus Kemper ha tomm int ouzh Kalanna. Gant trid e tegemerimp an triad Guichen-Barrou-Moal ha Solo an Ankou Jean-Charles Guichen rak blaz ar re nebeut a oa gant an tañva en doa roet deomp warlene.

ADN Paker Prod a zo dreistholl strollad STARTIJENN: gant peseurt rekipe? Ur seurt Slow-Food a sonerezh, gant sonerien da aozennoù, re ar c’hornad eveljust, 20 vloaz war an tan izel evel hini c’hwezenn an danserien, peadra da fardañ ur meuz a entano n’eus forzh peseurt beg lipous.

Unan eus troioù dibar Kalanna ha Paker Prod a zo kinnig un evaj bloaziad evel “Bourg-Bodros Quintet”, gwini glan Treger. Blazioù ar binvioù-kouevr’ ar fleüt hag an akordeon gantañ. Padus e vlaz gant un notenn voud a vigoudenn Ar Gelveneg.

Komprenet ho peus, an tañva a roomp deoc’h eus roll ar meuzioù ar evet Kalanna a droio a dra sûr da vanvez pe kentoc’h da FRIKO !!!
Kement a sevel ur gwir taoliad sonerezhel a verko ar speredoù, bodit an holl vignoned…ha neuze…
deuit-ta buan ha kalon digor !
 
Kalanna oberour keodedour evit ar brezhoneg.

Skoazellañ a ra Kalanna an obererien a gas bemdez ul labour evit ledanaat plas ar brezhoneg e korn-bro Kemper:
Ul lodenn eus ar gounidoù graet a ya da arc’hantañ raktresoù lec’hiennoù divyezhek ( raktres an 3de skol Diwan e Kemper da skouer).
Ul lodenn all eus ar gounidoù a vez postet e-barzh ur raktres kehentiñ liesvloaziek efedus hag uhel evit brudañ an hentennoù divyezhek e korn-bro Kemper : ar brezhoneg eus ar chukenn d’ar vachelouriezh.

En continuant à utiliser le site, vous acceptez l’utilisation des cookies. Plus d’informations

Les paramètres des cookies sur ce site sont définis sur « accepter les cookies » pour vous offrir la meilleure expérience de navigation possible. Si vous continuez à utiliser ce site sans changer vos paramètres de cookies ou si vous cliquez sur "Accepter" ci-dessous, vous consentez à cela.

Fermer